Gene Tierney

Gene Tierney er film Laura (1944).
Gene Tierney

Gene Tierney a oa un aktourez amerikan, ganet e New York e 1920 ha marvet e Houston, e Teksas, e 1991. Sellet eo bet outi evel unan eus ar merc'hed kaerañ eus an XXvet kantved. Brudet eo dreist-holl evit bezañ c'hoariet er film Laura (1944) hag he roll e Leave Her to Heaven (1945).


He roll kentañ e Hollywood a voe roet dezhi get Fritz Lang e Distro Frank James (1940). A 1940 betek 1945 e c'hoari get ar renerien film vrasañ ag an amzer a reas anezhi un harozez «filmoù du» en Oad aour Hollywood :

Get penn-oberenn Otto Preminger, Laura (1944), e kavas ar roll he lakaas da vout ur sterenn vojennel get ur skeudenn vinimus ha lik. Degemeret a reas ivez da-heul un Oscar evit he roll e Laosk anezhi da vonet d’an neñv, a John Stahl, e 1945, met goude daou film a Joseph Mankiewicz : Dragonwyck e 1946, hag Ar spontailh hag an Intron Muir, e 1947, ne voe roet dezhi nemet rolloù eil renk, hag he hent-micher a achuas er blezadoù hanter-kant. Ar spontailh hag an Intron Muir e oa ur film dudius hag hi e oa eno un harozez lugernuz.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy